Accueil > Le magazine > Audiovisuel Retour
30 ans de RKB /30 vloaz eo RKB !
Radio Kreiz Breizh, installée à St-Nicodème, est l’une des plus anciennes radios costarmoricaines mais aussi l’une des 1ères à diffuser des émissions en français et en breton. A cheval sur Côtes d’Armor, Finistère et Morbihan, elle a 3 émetteurs : Maël-Pestivien (102.9 Mhz), Ploumagoar (106.5 Mhz) et Berrien (Finistère, 99.4 Mhz). RKB est une radio de pays, généraliste, bilingue, valorisant la vie socio-économique, politique et culturelle du Centre Bretagne et du Tre´gor. On y trouve une sélection musicale pointue : musiques de Bretagne, musiques actuelles, musiques et chansons françaises, musique du monde, jazz, classique... Mais aussi des émissions d’actualité, culturelles, journaux d’infos, magazines thématiques, des directs depuis de nombreux festivals.
E Sant-Nigouden emañ staliet Radio Kreiz Breizh. Unan eus ar re goshañ e Aodoù-an-Arvor eo ar radio-se, hag unan eus ar re gentañ da ginnig abadennoù e brezhoneg koulz hag e galleg. A-ramp war dri zepartamant emañ ha tri skigner zo ganti : e Mael-Pestivien (102.9 Mhz), e Plouvagor (106.5 Mhz) hag e Berrien (Penn-ar-Bed, 99.4 Mhz). Ur radio vro eo RKB, digor war pep danvez, divyezhek hag a laka war wel buhez kevredigezhel, armerzhel, politikel ha sevenadurel Kreiz-Breizh ha Bro Dreger. Eus an dibab eo ar sonerezh ganti : sonerezh eus Breizh, eus Bro-C’hall, eus ar Bed a-bezh, sonerezh a vremañ, sonerezh klasel, jazz... Hag abadennoù diwar-benn ar bed a vremañ zo ivez, abadennoù diwar-benn ar sevenadur, keleier, pennadoù gant temoù ha kelaouadennoù war-eeun eus ar gouelioù bras.